Reolennoù · Breton
An Ankou
Reolennoù ar c'hoari
Dao dao dao ! Piv 'zo aze ? Ar marv...
E douar kozh Breizh, n'hon eus ket aon rak ar glav pe rak an eostoù fall. Nag ouzh an aon a viromp ouzh loened al lann. Aon hon eus 'met d'un dra : an Ankou... Dastumer an eneoù a dreuz ar c'hêriadennoù pa gouezh an noz evit kas gantañ ar re varv.
Ma glevit wig ha wag e garrigell e vo ret deoc'h pediñ evit ma ne baouezfe ket dirak ho tor.
01Ar pal
Ho kêriadenn a zo savet gant tiez ar c'hoarierien a ra stumm ur c'helc'h e kreiz an daol. Ha siwazh deoc'h n'emañ ket pell an Ankou.
N'eus 'met nav c'hartenn ganeoc'h evit touellañ an Ankou ha kas anezhañ da di ho amezeien.
Choajit ur gartenn dre-guzh. Da c'houde e tiskuilh holl ar c'hoarierien o c'hartoù war ar memes tro hag a ziskoulm anezho unan war-lerc'h unan all. Kartoù 'zo a lak an Ankou da gulaat pe da chom a-sav... An Ankou a ya da di da di ha marteze e yelo betek unan eus ho re...
Ma 'z eo gwir, e kas an holl re a vev ganeoc'h o lezel war e lec'h un ti didud. An Ankou a sko nemet ouzh dorioù an tiez gant tud e-barzh...
Ar c'hoari a zo echu pa 'vez trawalc'h a eneoù e-barzh karrigell an Ankou.
Evit gounit n'eo ket tout chom bev. Ret eo deoc'h kaout muioc'h a dud evit ar re a-enep deoc'h...
02Dafar
36 kartenn Ti, 6 kartenn dre liv. Tu mat : ti lec'h-ma vev unan pe zaou gêriadennad. Tu gin : ti lec'h-ma n'eus ket mui den ebet abalamour d'an Ankou.
- ◆1 gartenn Ankou
- ◆12 kartenn Marv ar gêriadenniz
- ◆1 gartenn Karrigell
- ◆6 kartenn Gwelidigezh
- ◆54 kartenn Oberadenn, 9 c'hartenn Oberadenn dre liv
03Oberadennoù
An Ankou a gil eus un tiegezh en tu kontrol d'an holoraj.
An Ankou a ya war-raok eus un tiegezh dre du an holoraj.
An Ankou a gil eus daou diegezh en tu kontrol d'an holoraj.
An Ankou a ya war-raok eus daou diegezh dre du an holoraj.
An Ankou a chom a-sav.
Ar garrigell a ya war-raok eus un tiegezh eus an eil tu d'egile.
An Ankou a zo dirak an ti lec'h-m'emañ ar garrigell.
Eskemm lec'h an daou diegezh. Ti ebet ne zlefe kaout an Ankou dirazañ.
04Staliañ
Pep c'hoarier a choaj ul liv hag a gemer an tiez a glot. Hervez an niver a c'hoarierien e cheñch ar c'hondisionoù.
- ◆Pep c'hoarier a gemer 5 ti d'ur c'hêriadennad hag un ti da 2. Echu eo ar c'hoari pa ez eus 7 kêriadennad marv.
- ◆Pep c'hoarier a gemer 3 zi d'ur c'hêriadennad hag 1 ti da 2. Echu eo ar c'hoari pa ez eus 7 kêriadennad marv.
- ◆Pep c'hoarier a gemer 3 zi d'ur c'hêriadennad hag 1 ti da 2. Echu eo ar c'hoari pa ez eus 9 c'hêriadennad marv.
- ◆Pep c'hoarier a gemer 2 di d'ur c'hêriadennad hag 1 ti da zaou. Echu eo ar c'hoari pa ez eus 9 c'hêriadennad marv.
- ◆Pep c'hoarier a gemer 2 di d'ur c'hêriadennad hag 1 ti da zaou. Echu eo ar c'hoari pa ez eus 11 c'hêriadennad marv.
05Kregiñ gant ar c'hoari
- ◆Pep c'hoarier a vesk e gartoù Ti.
- ◆O kregiñ gant ar c'hoarier a den ar muiañ d'an Ankou, pep c'hoarier a bigos hag a lak un ti eus e bakad, an eil war-lerc'h egile, en ur ober stumm ur c'helc'h, o lakaat a bep eil gant reoù ar c'hoarierien all evit sevel ur gêriadenn.
- ◆Ar c'hartoù "Marv ar gêriadenniz" a zo implijet evit kontañ ar re varv ha gouzout peur 'vo echu ar c'hoari. Berniet int war gresk e kreiz ar gêriadenn. Ar gartenn 0 a zo a-us d'ar re all.
- ◆C'hwi 'gemer 6 kartenn "Gwelidigezh" ha c'hwi 'den ar c'hartoù Lann diouzh ar pakad-mañ evit kaout kement a gartoù "Gwelidigezh" hag a c'hoarierien.
- ◆Meskit ar c'hartoù Gwelidigezh ha dasparzhit unan evit pep c'hoarier.
- ◆Ar c'hoarierien o deus ur gartenn Lann 'reont ket netra. Ar c'hoarier-mañ a gemer ar gartenn Karrigell hag a lak anezhi e-barzh ar gêriadenn dirak un ti d'ur gêriadennad hervez e choaj.
- ◆Ar c'hoarier-mañ a gemer ar gartenn Ankou hag a lak anezhi dirak un ti d'ur gêriadennad lec'h n'eus ket ar garrigell. Ar c'hoarier-mañ a zo anvet an hini Milliget.
- ◆Pep c'hoarier a gemer en e jeu 9 c'hartenn Oberadenn.
- ◆Ar c'hoari a c'hell kregiñ. Ar c'hoari a dremen war un dek tro bennak betek ma vo dastumet e begement gant an Ankou.
06Reolennoù ar c'hoari
- ◆An hini Milliget a sko ouzh an daol hag a ziskouez ur c'hoarier all (pe eñv e-unan) a c'hoari da gentañ. An hini Choajet eo.
- ◆Pep c'hoarier a choaj ur gartenn Oberadenn eus e jeu hag a lak anezhi war an tu gin dirazañ.
- ◆Ur wech lakaet gant an holl c'hoarierien o c'hartenn dirazo, en ur kregiñ gant an hini Choajet ha dre du bizied an horolaj, e tiskouez pep c'hoarier e gartenn hag a ziskoulm e Oberadenn.
- ◆An tiez goullo ne gontont ket pa fiñv an Ankou pe ar garrigell.
- ◆Pa vez diskoulmet an holl oberadennoù eus an holl c'hartoù, ma vez an Ankou dirak un ti gant kêriadenniz e kas anezho : tennet vez eus ar pigos e kreiz ar gêriadenn 1 pe 2 gartenn Marv ar c'hêriadenniz a glot gant niver ar c'hêriadenniz kaset gant an Ankou. Troet vez ar gartenn Ti war he zu gin.
07E fin un dro
- ◆An Ankou a chom dirak an ti goullo. Ma 'n em gav ar garrigell dirak un ti didud e ya war-raok betek an tiegezh kentañ dre du bizied an horolaj.
- ◆Holl ar c'hartoù c'hoariet a zo lezet fas gwelet, lakaet en ul linenn dirak ar c'hoarierien. Holl an dud a c'hell gwelet anezho.
- ◆Pa chom 'met ur gartenn gant ar c'hoarierien e adkemeront o c'hartoù Oberadenn.
- ◆Ar c'hoarier diwezhañ da vezañ kollet kêriadenniz a zeu da vezañ an hini Milliget. Ma n'en deus ket fiñvet an Ankou an hini Milliget ne cheñch ket.
- ◆Ur c'hoarier n'en deus ket mui a gêriadenniz a zo skarzhet.
08Skouer get 3 c'hoarier
Ni 'zo d'an trede kêriadennad marv war 7. Ar c'hoarier mouk a zo an hini Choajet hag a c'hoari da gentañ. Ar c'hartoù Oberadenn a zo diskouezet.
Ar c'hoarier mouk a c'hoari daou ziblasamant en tu evel tu an horolaj. Eñv a ziwall ouzh an tiez didud.
Ar c'hoarier melen en deus c'hoariet un oberadenn a ziblas ar garrigell en tu evel tu an horolaj.
Ar c'hoarier glas en deus c'hoariet un oberadenn a lak an Ankou dirak an ti lec'h-m'emañ ar garrigell.
E fin an dro, ar c'hoarier glas a goll daou gêriadennad ! Tennet vez diouzh ar pigos div gartenn Marv ar c'hêriadenniz. Ha troet vez an ti. Ar c'hoarier glas a zeu da vezañ an hini Milliget.
09Fin ar c'hoari
- ◆Ar c'hoari a zo echu pa'z eo tizhet an niver a re varv hervez an niver a c'hoarierien.
- ◆Ar c'hoarier en deus ar muiañ a dud a zo an trec'her.
- ◆Ma ez eus ingalded : ar c'hoarierien a zo ingalded a ra un dro ouzhpenn. Ar c'hoarierien all a zo skarzhet hag a lak war an tu gin o ziegezhoù lec'h ez eus c'hoazh tud.
- ◆Kenderc'hel a ra giz-se betek ma vo diskoulmet an holl liammoù. E fin pep tro ouzhpenn e vez skarzhet ar c'hoarier gant an nebeutañ a dud. Eñv a zistro d'e di lec'h-ma euz eus c'hoazh tud o vevañ.
10Choaj : Kêriadenn an Apokalips
Meskit holl kartoù Ti ar c'hoarierien ha lakait anezho en ur c'helc'h evit sevel ar gêriadenn.